A-greiz ma vefe an tu dehoù pellañ e penn an darn vrasañ eus ar rannvroioù gall e tro gentañ an dilennadegoù Prezidant (diouzh sontadeg Ipsos/Cevipof d’ar 16 a viz c’hwevrer) e ra Breizh, al Liger Atlantel en he mesk, penn d’al luskad-se. Marine le Pen ne dizhfe ket an eil tro. François Fillon ne vefe ket asur kennebeut rak gant Benoît Hamon e vefe rastellet ur bern mouezhioù ha dre-se e rafe e wellañ disoc’h.

Evel-just e tleer bezañ war evezh pa vez kaoz eus sontadegoù. Met ret eo lakaat war wel ez a Breizh a-enep da gas an daou luskad kreñv er c’hwec’h-kogn : diazezañ ur strollad eus an tu dehoù pellañ e penn ar mennadoù votiñ ha dre-vras ar mouezherezh o vont war-zu an tu dehoù.

Diouzh an Unvaniezh demokratel breizh ne vefe ket da asantiñ e vefe Breizh dindan veli ur gouarnamant eus an tu dehoù pellañ pe eus an tu dehoù kreñv tra ma votfe, dre-vras, evit kabalerien eus an tu kleiz pe eus ar c’hreiz. Gant an emrenerezh politikel, da lâret eo gant ur parlamant ur galloud lezenniñ gantañ hag ur voujedenn dezhañ e-unan e vefe ar vretoned gwarezet eus dilerc’hoù donidigezh an tu dehoù pellañ er galloud hag ivez eus drastoù doareoù gall ar menoioù Tchatcher. War un dro eo ret reiñ ul lañs nevez d’ar raktres europat gant palioù da vezañ a-unan gant ar re all ha da vont war-raok a-fet ekologiezh.

Gervel a ra an UDB an holl araogourien e Breizh da adwelet raktres an emrenerezh e Breizh diwar skouer an dereiñ kembreat ha skosat. A-bouez bras eo lakaat war sav galloudoù-enebiñ d’ar c’hreizenniñ en ur mare ma vez riskloù bras da geñver pennreolennoù an demokratelezh. E pep lec’h hag evit ar wech eo bet ar c’hreizenniñ benveg an diktatouriezhioù.

Nil Caouissin
Mouezh an Unvaniezh Demokratel Breizh

Notenn : Ar sontadeg a zo bet graet meneg anezhi a ro sifroù evit ar rannvro Breizh, pevar departamant enni. An disoc’h hollek evit Broioù al Liger hag ar pezh a vez anavezet eus ar votadegoù tremenet a laka da soñjal ez a al Liger-Atlantel war ar memes tu ha rannvro Breizh.

Nous contacter

07 87 36 41 66

Informez-vous !