Goulennet ez eus bet gant ar c’henstrollad “Pou la Gwiyann dékolé” ma vo lakaet war sav ur statud  dibar e Gwiana evit taliñ ouzh he c’hudennoù dezhi hec’h-unan a zo oc’h ober o reuz. Ur goulenn a  skiant vat eo hervez an UDB : ma vez bec’hius ar c’hreizenniñ er c’hwec’h kogn e seblant diboell  krenn merañ deus Pariz un dachennad lec’hiet en tu all d’ar Meurvor Atlantel.

Ma’ z eus dilañs gant an ekonomiezh ha ar vuhezegezh er Gwiana eo abalamour d’un dioren  diazezet war hini un drevadenn. Evit dibuniñ da vat ar gudenn n’eus nemet reiñ tu d’ar bobl wiana  d’ober war-dro hec’h aferioù hag he zachennad ken disheñvel int e-skoaz reoù Bro-c’hall. Ha  kement-se en ur reiñ ar sikourioù a zo ret tra ma vo ar Wianiz o tibab o mod dioren.

Diouzh menoioù an UDB eo ret mat lakaat ar gaoz war an emrenerezh e Gwiana. Ma fell d’ar  Wianiz e tle bezañ studiet a-zevri, gant ur spered disparl, en ur zougen doujañs da bennreolenn  etrevroadel gwir ar pobloù d’ober war-dro o aferioù o-unan. Rankout a ra ar Gouarnamant anzav eo  rekis kemer muzulioù dibar evit gwellaat kerzh pobl ar Gwiana.

An emdroadur war dachenn al  lezennoù a ranko derc’hel kont eus klemmoù an amerindianed evit gwiriekaat skrid-feur « pobl an  henvroiz hag ar meuriadoù » ha lakaat anezho da vezañ perc’henn da vat war tachennadoù o hendadoù.

Nous contacter

07 87 36 41 66

Informez-vous !