Tregont vloaz goude peñse ar vag-chaluiñ La Jonque a oa marvet pemp den diwarnañ e ro ur  martolod e bourzh ar splujerez Le Tonnant un testeni a zlefe reiñ ul lañs nevez d’an enklask.

Direizhderioù , fazioù, iskisterioù a oa bet gant an enklask ha kement-se a ro da soñjal, en un doare  aveek, er pezh zo bet c’hoarvezet gant an enklask war ur peñse all, hini Bugaled Breizh.

Tregont vloaz zo e oa c’hoazh diskred gant ar familhoù war ur vag-spluj e vije bet kiriek eus ar  peñse. Tamallet e oa bet d’ar Verdeadurezh vrezel da vezañ bet distrujet prouennoù. En deiz a hirio  e tisklêr un den a oa er bourzh e oa bet un darvoud gant ar splujerez.

Ne oa ket bet kendrec’het ar  skipailh gant an displegadennoù a-berzh ar bennadurezh.  Ha d’ar c’houlz-se perak ne oa ket bet roet an darvoudenn-se da c’hoût d’ar justis ? Ret eo adkregiñ  gant an enklask evit doujañ d’ar familhoù hag d’ar veuzidi. Rankout a ra bezañ klevet ar skipailh a- bezh a oa war vourzh an Tonnant da vare ar peñse.

Hep sammañ kablusted war hini pe hini ez  asped an UDB ar Stad hag ar Verdeadurezh vrezel da derriñ boazioù ar c’hevrin en-dro d’an  darvoudoù o tennañ d’ar splujerezioù banner ijinoù.

Nous contacter

07 87 36 41 66

Informez-vous !