Chom a ra Unvaniezh Demokratel Breizh kengret gant pobl Katalonia er mareoù diaes emañ-hi o vevañ: nullet ar statud emrenerezh evit ur prantad, nac’het ar gwir d’en emdermeniñ, ha moustrerezh ouzhpenn war pennoù an dizalc’hourien. Kinnig a ra neuze da dud Breizh sevel o mouezh ha kas o soñj da gannad Bro-Spagn e Pariz.

Evit hen ober e vo skignet kartennoù-post gant izili Unvaniezh Demokratel Breizh er sizhunioù a zeu. Ar gartenn a vo da vezañ sinet ha peget un timbr outi evit bezañ kaset d’ar c’hannati, skrivet warni ur gemenadenn a zegas soñj ez eo ar gwir etrebroadel d’en emdermeniñ lakaet a-us d’al lezennoù broadel. Goulennet eo ivez er gemenadenn-se e krogfe gouarnamant Bro-Spagn da varc’hata da vat gant pennoù ar Generalitat ha da chom a-sav gant moustrerezh al lezioù-barn hag ar polis a-enep d’an dizalc’hourien a gas o raktres da benn gant doareoù demokratel.

O nac’hañ e vefe toullbac’het dilennidi ar bobl ha keodedourien evit ur stourm politiel difeuls eo pennaenn an demokratelezh en Europa emaomp o tifenn.

Unvaniezh Demokratel Breizh, stag ouzh an doujañs ouzh ar gwirioù demokratel pennañ, a chom prest da gregiñ gant oberennoù skoazell all ma’z afe gwashoc’h c’hoazh an traoù evit pobl Katanonia

Nil CAOUISSIN
Mouezh-aotreet Unvaniezh Demokratel Breizh

Amañ-dindan e kavoc’h ur stumm eus ar gartenn-bost a c’haller skignañ dre ar rouedad
(goulenn diganeomp ma fell deoc’h kaout ur stumm da voullañ).

UDB

Nous contacter

07 87 36 41 66

Informez-vous !