Kengret gant annezidi ar C’hab, o stourm evit mirout lise Ploeneg, e c’halv Unvaniezh Demokratel Breizh da gemer perzh e manifestadeg an 20 a viz genver 2018, aozet gant ar gevredigezh “CAP Jean Moulin”.

Evel m’eo displeget e testenn-galv ar gevredigezh e vo an emgav-se un digarez da enebiñ groñs ouzh ar politikerezh hollek dileuskel tiriad ar C’hab, kaset gant ar galloudoù foran. Goulennet e vo ur strategiezh diorren diazezet war ar servijoù foran hag ur c’hinnig stummadurioù dedennus evit ar re yaouank hag azas ouzh ezhommoù embregerezhioù ar vro.

Gervel a ra Unvaniezh Demokratel Breizh adarre ar C’huzul rannvro da zistreiñ war e ziviz (a-du gant serridigezh al lise) ha da lezel digor an holl zorioù evit eskemm ha klask diskoulmoù gant an annezidi o stourm evit dazont o ziriad.

Manifestadeg a-enep serridigezh lise Ploeneg : d’ar Sadorn 20 a viz Genver 2018, da 2e goude merenn (savenn-douar porzh Poulgwazeg)

Nous contacter

07 87 36 41 66

Informez-vous !