Evit e drede bloavezh ez a war-raok staj brezhoneg Unvaniezh Demokratel Breizh war Enez Groe, gant un tregont bennak a berzhidi. Heuliañ a ra ar stajidi kentelioù brezhoneg diouzh mintin, e ostaleri ar Yaouankiz an enezenn, a zo ul lec’h plijus-kenañ. Ul live a zo evit an deraouidi rik hag unan all evit kenderc’hel.

Evel bep bloaz eo digor ar staj d’an holl, etreget izili UDB. Dont a ra ar berzhidi eus Breizh a-bezh, hag eus Normandi, Bourdel pe Pariz evit lod anezho.

Goude ar c’hentelioù o deus bet ar stajidi ar blijadur da gemer perzh en ur valeadenn evit dizoloiñ plantoù an enezenn a c’haller debriñ pe implijout d’en em bareañ, aozet gant Bretagne vivante. Gellet o deus mont da neuial en dour-vor ivez, ha kanañ e brezhoneg gant Jose Calloc’h, treuzkaser koun stumm brezhoneg Groe. Kas a raio ivez ar stajidi da mirdi an enezenn evit ur weladenn e brezhoneg, troet e galleg evit an deraouidi.

Trugarekaat a ra UDB annezidi an enezenn, ar gumun hag ostaleri ar Yaouankiz evit o degemer.

Ar bloaz a zeu e vo dalc’het ur sizhunvezh staj e miz Gouere adarre. Digoret e vo an enskrivadurioù e miz C’hwevrer.

Nous contacter

07 87 36 41 66

Informez-vous !