Divizet ez eus bet gant an UDB ha PLB reiñ un nerzh nevez da «  Vreizh evel-just », anezhañ mod-kemenn al luskad « rannvroel »/kevredadel.

Dre al lusk-se ez eus anv da luskat ar roll-kinnigoù pennañ a ranko bezañ e-touek kinnigoù al listenn a zo da sevel evit ar votadegoù-rannvro e 2021

– emrenerezh politikel evit Breizh e-barzh un emdroadur eus Bro-c’hall da gaout ur gevredadelezh diabarzh

– reiñ da c’hoût eo ret adunvaniñ Breizh a-fet melestradur ha goulenn groñs ur referendom-divizout el Liger-Atlantel

– lakaat ar brezhoneg ken ofisiel (hag ar gallaoueg diouzh doareoù da resisaat) hag ar galleg.

Gant-se ez eus bet divizet gant an UDB ha PLB aozañ ur forom publik kentañ d’ar sul 13 a viz here e leurenn Glenmor e karaez eus 9e30 betek 13e30.

Ar forom kentañ-se a vo dezhañ sevel roll ar mallusterioù a rank Breizh talañ outo hag ober tres ar c’hinnigoù evit dont a-benn anezho.

kent-titouroù diwar-benn dibun an abadenn ha perzhidi ar forom-se a vo skignet e-kerzh miz eost.

Digor e vo ar forom publik d’an holl.

Mirit ho tibenn-sizhun !

UDB