Emezeliñ da UDB a fell din !

Reiñ arc'hant da UDB a fell din

Reiñ arc'hant da Pobl Vreizh a fell din

Heuliañ unvaniezh demokratel Breizh !

Lakaat fankoù an Ter e-barzh ar raktresoù "bezhin glas"

Lodañ

PREZEGENN-KENDIVIZ E PEMPOULL, 16 a viz Gwengolo : pa ra Yann Lukas Psikanalizañ Breizh

Lodañ

Prenit Popl Vreizh

Prenit Pobl Vreizh!

An UDB zo ur benveg e servij pobl Vreizh

 Adkempenn an demokratelezh etrekumunel : setu kinnigoù an UDB

Lodañ

L'affaire du « portrait retourné », ou la caricature d'une personnalisation du pouvoir

Lodañ

Puilh eo mennozhioù UDB

Resevit hol lizher kelaouiñ

Graet e vez war-dro ar roadennoù dastumet war ar furmskrid-mañ gant an UDB evit kas deoc’h lizher-kelaouiñ al luskad ha reiñ an tu da UDB da gas kemennadennoù politikel deoc’h. Ret eo kaout titouroù merket gant un astriskenn. Dre ma n’eus respont ebet er maeziennoù-se ne c’hallo ket UDB ober war-dro ho koulenn. Hervez ar reolennoù ho peus ur gwir da enebiñ hag ur gwir da vevenniñ an tretañ roadennoù a sell ouzhoc’h, hag ivez ur gwir da vont, da reizhañ, ha da diverkañ ho roadennoù. Gallout a rit ivez reiñ sturiadoù war tonkad ho roadennoù goude ho marv. Gallout a rit seveniñ ho kwirioù en ur gas ho koulenn dimp gant un eilad eus ho teul identelezh d’ar chomlec’h post pe elektronek-mañ : Unvaniezh Demokratel Breizh, 4 straed Menou 44000 Naoned pe contact@udb.bzh.

Hon talvoudoù

“Unvaniezh demokratel Breizh e berr gomzoù”

Evit Breizh kengret

Ur strollad eus an tu-kleiz eo UDB, engouestlet evit an ingalded war bep tachenn. Stourm a ra evit ma vo nebeutoc'h a dizingaldedioù pinvidigezh, ma vo arc'hantaouet gwelloc'h ar servijoù foran dre dailhoù reishoc'h, ma c'hallo ar galloudoù foran reoliekaat an armerzh, hag evit ma vo ur gwir galloud evit al labourerien-ezed e mont-en-dro an embregerezhioù. Difenn a ra UDB an holl vinorelezhioù moustret, pa vefent broadel, relijiel, sevenadurel... Broudañ a ra an ingalded etre gwazed ha maouezed ha sevel a ra a-enep an holl wallziforc'hioù, gouennelour, homofob, revelour. Stag-kenañ eo UDB ouzh an degemer evit an dud o tec'hout diouzh ar brezel hag ar baourentez-du, hag ouzh ur politikerezh etrebroadel kengret, enebet da vat ouzh an oligarkiezhioù torfedour hag ouzh an diktatorelezhioù.

Evit Breizh emren

Dre ar gevredadelezh e tremen raktres UDB evit ur Republik demokratelaet, da lavaret eo dre rannañ ar galloud lezenniñ, hag ar budjedoù, etre ar Stad hag ar rannvroioù, evel ma vez graet en Alamagn, e Skos, e Kembre... Stourm a ra ivez UDB evit ma vo adreizhet kartenn ar rannvroioù diouzh youl ar bobl ha diouzh santad-liamm an dud ouzh o bro. Difenn a ra neuze Breizh adunvanet, gant Liger-Atlantel. Evit eeunaat an ensavadurioù e kinnig UDB sevel Dael Breizh: kendeuziñ ar c'huzulioù-departamant hag ar c'huzul-rannvro. Mont a ra ivez a-du gant ar soñj lakaat muioc'h a zemokratelezh er c'humuniezhioù-kumunioù.

Kavout a rafe Breizh emren hag adunvanet he flas en un Europa kengretoc'h ha demokrateloc'h.

Evit Breizh ekologel

Hervez UDB ez eo mallus-bras stourm ouzh tommadur an hin hag evit gwareziñ liesseurted ar vuhez. Alese e tifenn paouez gant implij an energiezhioù fosil hag an nukleel, diorren an energiezhioù nevezadus, ha digreskiñ ar beveziñ energiezh. Evit UDB ne vo tu digreskiñ hor pouez ekologel nemet en ur gevredigezh ingaloc'h, rak n'haller ket goulenn ar memes strivoù digant ar re a vevez betek re ha digant ar re o dez poan o tommañ o lojeiz. Unan eus daeoù bras an treuzkemm ekologel e Breizh eo adreizhañ mont-en-dro al labour-douar evit produiñ en ur mod dilontekoc'h, liesseurtoc'h, hep diastuzerioù pe enkasoù kimikel, hag o staliañ muioc'h a labourerien-ezed-douar.

Unvaniezh demokratel Breizh he deus ezhomm ac'hanoc'h !

Lorem ipsum dolor sit amet, consectetur adipiscing elit. Ut elit tellus, luctus nec ullamcorper mattis, pulvinar dapibus leo. Lorem ipsum dolor sit amet, consectetur adipiscing elit. Ut elit tellus, luctus nec ullamcorper mattis, pulvinar dapibus leo. Lorem ipsum dolor sit amet, consectetur adipiscing elit. Ut