Aozet eo an UDB e kevreadoù e Breizh a-bezh. Ar re-se a vod kevrennoù hag a labour el live lec’hel evit lakaat an UDB da vezañ anavezet hag evit ober war-dro kudennadoù lec’hel. Ma’z eo an UDB ur strollad hag en deus ur c’hoant evit Breizh, n’eo ket digreizennet nebeutoc’h e vont en-dro. Fellout a ra dezhañ kaout ur Vreizh kevreadel e diabarzh ur Republik Kevreadel. Ar memes soñj bepred : diskoulmañ ar c'hudennoù an tostañ ar gwellañ d'ar geodedourien ha d'ar geodedourezed