Un donezon evit
treuzfurmiñ Breizh

An arc'hant ne zegas ket pep tra, anat eo. Koulskoude e sikour evit paeañ ar c'hoskor, evit arc'hantaouiñ raktresoù, evit paeañ koulzadoù, da lâret eo raksoñjal an amzer da zont en ur mod seder. Ur c’hopradez darn-amzer he deus UDB, hag ivez ur c’hazetennerez hag ur sekretourez skridaozañ/reizhañ evit he c’helaouenn, Popl Vreizh. Ur servij a-feson a ro da c’hoprañ tud a vicher rak buan e kav an dud a-youl vat o bevennoù dirak ar strolladoù brasañ. Alies e vez rediet UDB da gabaliñ gant 10 gwech nebeutoc’h a arc’hant eget ar skorioù politikel brasañ. Diwar neuze, penaos kevezañ ma n’eo ket a-drugarez da nerzh kevredigezh Breizh ? Setu perak hon eus ezhomm eus ho skoazell, denel da gentañ, met arc’hantel ivez. Pep hini diouzh ho peadra, sikourit da sevel Breizh hoc’h eus hunvreoù enni !

62-hidden

paeamant sur

62-hidden

daveoù kuzh