Difenn a ra UDB astenn an takadoù tenn, ha galvet e oa bet gant ar strollad kemer perzh er manifestadegoù aozet e Lannuon, Konk-Kerne, Douanenez ha Gwened d’an 10 a viz Gwengolo tremenet.
Poellek eo neuze evit UDB gervel da gemer perzh er vanifestadeg raktreset e Montroulez d’an 29 a viz here, p’emañ ar Raktres Lezenn evit an Arc’hantaouiñ (PLF) war ar stern. E-kerzh an tabutoù e c’hallfe bezañ votet astenn an takadoù tenn pe lod eus ar muzulioù a c’haller lakaat e pleustr en takadoù-se.
Dav eo gouzout e c’heller, en takadoù rummataet evel « tenn », lakaat taosoù ouzhpenn war an eil tiez hag uhelaat an taosoù war an eil tiez, reolenniñ live ar feurmoù (diouzh modoù liesseurt) ha c’hoazh bevenniñ ar feurmoù berr-dermen touristel.
Bez ez eus dija eus ar muzulioù-reolenniñ-se e lec’h all, ha dleout a rafe kumunioù Breizh kaout ar gwir da implijout anezho ivez, pa weler e peseurt stad emañ marc’had al lojeiz hiziv-an-deiz, ha pa vefe er c’hêrioù bras, war an aod pe a-wechoù en diabarzh-vro zoken. Re a amzer zo bet kollet dija evit talañ ouzh un enkadenn grevus-kenañ war an tachennoù sokial hag ekologel.
Lydie Massard, porte-parole de l’Union démocratique bretonne
Gervel a ra UDB da gemer perzh e manifestadeg an 29 a viz Here e Montroulez
Difenn a ra UDB astenn an takadoù tenn, ha galvet e oa bet gant ar strollad kemer perzh er manifestadegoù aozet e Lannuon, Konk-Kerne, Douanenez ha Gwened d’an 10 a viz Gwengolo tremenet.
Poellek eo neuze evit UDB gervel da gemer perzh er vanifestadeg raktreset e Montroulez d’an 29 a viz Here, p’emañ ar Raktres Lezenn evit an Arc’hantaouiñ (PLF) war ar stern. E-kerzh an tabutoù e c’hallfe bezañ votet astenn an takadoù tenn pe lod eus ar muzulioù a c’haller lakaat e pleustr en takadoù-se.
Dav eo gouzout e c’heller, en takadoù rummataet evel « tenn », lakaat taosoù ouzhpenn war an eil tiez hag uhelaat an taosoù war an eil tiez, reolenniñ live ar feurmoù (diouzh modoù liesseurt) ha c’hoazh bevenniñ ar feurmoù berr-dermen touristel.
Bez ez eus dija eus ar muzulioù-reolenniñ-se e lec’h all, ha dleout a rafe kumunioù Breizh kaout ar gwir da implijout anezho ivez, pa weler e peseurt stad emañ marc’had al lojeiz hiziv-an-deiz, ha pa vefe er c’hêrioù bras, war an aod pe a-wechoù en diabarzh-vro zoken. Re a amzer zo bet kollet dija evit talañ ouzh un enkadenn grevus-kenañ war an tachennoù sokial hag ekologel.
Lydie Massard, mouezh-aotreet Unvaniezh demokratel Breizh
Voir aussi : Soutien aux manifestations pour le logement en Bretagne
