Kemennadenn UDB Bro an Aven : Skol Kerandon e Konk-Kerne : ar flac'had (diwezhañ?)

Partagez
Tweetez
Envoyez

Goude un hir a stourm e oa bet tud Kerandon rediet da asantiñ e vefe serret d'an 3 a viz Gouere o skol da vat. Met lorc'h enno memestra da vout lakaet war ar stern o stourm ha da vout lakaet war wel karter Kerandon.

Met se ne oa ket a-walc'h, moarvat : desket hon eus e oa skol ebet ken, met, e-barzh ur sal da nebeutañ e vefe aozet ur c'hleub... bridj. Marteze n'eo na zañjerus, na ziyec'hed. Ma vefe gwir an dra-mañ, aes eo da gompren eo feuket skipailh Kerandon. N'hon eus ket da varnañ ar gevredigezh bridj, an dra sur. Sur a-walc'h n'eo ket gant ar pal lakaat tud ar c'harter da c'hoari bridj, met kompren a reomp eo a-bouez dezho kaout ur sal.

Met chom a ra daou c'houlenn : pegeit amzer e pado an aotre evit ar c'hlub bridj o c'houzout e vo diskaret ar skol ? Ha neuze e pelec'h e vo war lerc'h ? Ha goude : penaos e vo graet war dro gouzañvidi an azbest ?

Partagez
Tweetez
Envoyez