Lydie Massard : War ar renk evit raktroioù an tu-kleiz

Partagez
Tweetez
Envoyez

Bet kannadez europat, hiziv-an-deiz keginerez en ul lise e Breizh, e embannan emaon war ar renk evit raktro an tu-kleiz da-geñver dilennadeg ar prezidant.

Disheñvel e c’hall seblantout bezañ ma hentad er gweledvaoù politikel. Sammañ a ran anezhañ penn-da-benn. Bevañ a ra an engouestl a zougan hiziv an deiz : sevel ur Republik kevreadel, tostoc’h d’ar geodedourien, reishoc’h a-fet politikerezh sokial hag efedusoc’h evit talañ ouzh an dalc’hoù ekologel.

Goude ma respetad kannadez europat em eus dibabet adkregiñ gant un obererezh micherel en ul lise. Gant an distro d’ar vuhez pemdeziek er servij publik em eus gallet adkavout un darempred war-eeun gant ar gwirvoud bevet. Lakaet en deus ac’hanon ivez da vuzuliañ en un doare fetis bevennoù hon aozadur politikel.

Re alies e vez kemeret an divizoù a denn da vuhez ar geodedourien — ar moned d’ar servijoù publik, an treuzdougen, ar yec’hed, an implij pe al lojeiz — pell diouzh an tiriadoù hag eus ar re a zo o chom enno.

An aozadur-se en deus ivez heuliadoù bras a-fet arc'hant. Karget eo ar strollegezhioù lec'hel da lakaat e pleustr politikerezhioù publik hollbouezus, hep kaout araezioù a glotfe atav. Chom a ra kreizennet-bras divizoù ar budjed, o lakaat harz d'o barregezh da vastañ d'an ezhommoù ha da bostañ arc'hant en amzer. Gant an dalc’h-se e vez breskaet an obererezh publik lec’hel ha gwashaet an digevatalderioù etre an tiriadoù.

Ar Vvet Republik a vod hiziv an deiz an darn vrasañ eus ar galloudoù e penn uhelañ ar Stad. Ar Stad kreiz a labour war bep tachenn, hep azasaat ar politikerezhioù ouzh ar gwirvoudoù lec’hel na gwarantiñ o c’henstagded en amzer. Tizhout a ra an aozadur-se e vevennoù.

Krediñ a ra din e rank an tu-kleiz reiñ ur respont youlek d’an enkadenn demokratel-se. Ar gevreadelouriezh a zo, da'm soñj, ur respont kempoell gant he zalvoudegezhioù : kreñvaat an demokratelezh, stourm a-enep an dizingalded tiriadel hag efedusaat an obererezh publik.

Ur Republik kevreadel a roio an tu da reiñ kiriegezhioù gwir d’an tiriadoù, en o zouez ar varregezh da votiñ lezennoù war tachennoù zo, hag ivez ar c’horvoderioù tailhoù azas. Kreñvaat a raio war un dro an atebegezh demokratel, efedusted an obererezh publik hag an ingalded etre ar geodedourien.

Ar gevreadelouriezh zo ivez ur benveg pouezus evit an treuzkemm ekologel. Emañ an tiriadoù er penn a-raok dirak dalc'hoù an hin — finvusted, terkerezh, energiezh, bevliesseurted. Gant un aozadur digreizennet e vo gallet diorren respontoù azas, en ur warantinñ ar c'hengred etre an tiriadoù.

Genidik eus Breizh on tomm ouzh ar soñj ez eo an identelezhioù tiriadel ur faktor digeriñ ha bevañ a-stroll. An identelezh n’eo ket ur serradur : ur skoazell eo evit sevel un demokratelezh tostoc’h, enframmetoc’h hag aketusoc’h ouzh ar gwirvoudoù bevet.

En ur ginnig ma anv evit raktro an tu-kleiz e fell din reiñ ur vouezh disheñvel da glevet : hini un emstriverez eus bed al labour, tomm ouzh an tiriadoù ha kendrec’het on ez eo an treuzfurmadur demokratel un diviz evit sevel ur gevredigezh reishoc’h hag ekologeloc’h.

Dougen a ran ur pal splann : ur Republik kevreadel, sokial hag ekologel, gouest da respont en un doare fetis da c’hoantoù ar geodedourien ha da reiñ ster en-dro d’an engouestl politikel.

https://1drv.ms/v/c/8267afa7c5000fe7/IQBhomfjWUvzT6ptw-zlK1FoAdl9ORsRxKnLg5BlTqMn2Ow?e=1TlR0m

Partagez
Tweetez
Envoyez