Energiezhioù
Plediñ a ra an UDB gant dizalc’hiezh an energiezh e Breizh hag ur patrom produiñ energiezh nevezadus da 100% diazezet war an avel, an heol, ha danvezioù koad meret en un doare padus. Broudañ a ra digreskiñ buan an treloskoù fosil dre dredanaat an implij energiezh hag an efedusted energiezh, hag ivez dre skarzhañ tamm-ha-tamm an energiezh nukleel.
An energiezhioù nevezadus a c’hell bezañ un andon a-bouez evit an implijoù lec’hel, ha muioc’h c’hoazh e vo en ur Breizh emren, gant ur galloud divizout rannvroel gouest da grouiñ e c’halvoù kinnigoù e-unan azasaet diouzh ment an embregerezhioù lec’hel.
Plediñ a ra an UDB evit merañ an energiezh en un doare demokratel ha digreizennet ha skoazellañ a ra penn-da-benn diorren raktresoù energiezh renet gant keodedourien.