Telladurezh

Telladurezh

Plediñ a ra an UDB gant an emrenerezh fiskal : reiñ an tu da Vreizh da gaout hec’h tailhoù dezhi evit arc’hantaouiñ dibaboù politikel pobl Vreizh. Un afer a reizhded eo da gentañ-penn, rak ar gouarnamant kreiz a zalc'h ur perzh uhel-kenañ eus arc'hant an tailhoù e rannvro Pariz, dreist-holl war dachenn ar sevenadur hag an treuzdougen. Ar reizhiad a-vremañ evit arc'hantaouiñ ar strollegezhioù lec'hel a zalc'h kalz war arc'hantaouiñ ar Stad ha war lodennoù arc'hantaouiñ an tailhoù n'eus kontroll ebet gant ar strollegezhioù lec'hel warno, hag a zo distabil-kenañ a vloaz da vloaz, dre ma n'eo ket gouest ar gouarnamant kreiz da virout e emglevioù hirder. An emrenerezh fiskal a zo neuze ivez un doare da stabilaat ar budjed. Breizh, evel ar rannvroioù all, a baeo he lod d’ar gouarnamant kreiz ha da Unaniezh Europa evit arc’hantaouiñ tachennoù kefridi na c’hellont ket bezañ rannvroelaet en un doare dereat (difenn, diplomatiezh, moneiz, politikerezh makroarmerzhel, politikerezh kenstagañ, ha surentez sokial, e-touez re all).