Ar Surentez
Kinnig a ra an UDB krouiñ ur strollad polis lec'hel, diazezet war ar gumuniezh, karget eus ar polis war ar maez, eus ar polis war an endro, eus an diwall ouzh ar gwalldaolioù, eus ar polis kumunioù e-lec'h ma n'eus hini anezho ebet evit ar mare, hag eus mougañ an torfedoù bihan hag an dizurzh foran. Aozet dre zastum gant arc'hantaouiñ ha gouarnamant rannvroel, an nerzh-se a vo al lec'h darempred pennañ evit an annezidi hag an dilennidi lec'hel, o kas da benn al labour war an dachenn pemdeziek ret evit ar surentez foran. Gallout a raio neuze ar Polis Broadel hag ar Jandarmeriezh adlakaat o evezh ha labourat en un doare efedusoc'h war ar c'hefridioù a c'hellont kas da benn : stourm ouzh ar gwalldaolioù hag ouzh ar gwalldaolioù aozet, enebiñ ouzh ar sponterezh, ha mirout an urzh foran e-barzh ur framm adreizhet savet evit digreskiñ an emgannoù.