Hor c’harta

Statudoù goude enkemmadurioù d’an 12 a viz Du 2000 :

Mellad 1 : Unvaniezh demokratel Breizh (UDB) zo ur strollad politikel a vez bodet ennañ ar Vretoned, a orin pe dre berc’hennañ, ha mignoned Breizh hag a oar ez eus eus pobl Breizh. Ober a ra an UDB evit ma vo anavezet gwirioù pobl Breizh e-barzh stad Frañs, e-barzh Unvaniezh Europa hag e-barzh an ensavadurioù etrebroadel.

Mellad 2 : Ober a ra UDB e Breizh a-bezh ha stourm a ra evit ma vo adunvanet ez­‐velestradurel.

Mellad 3 : Ober a ra UDB evit ma vo savet Europa e mod ur c’hevredad ha ma vo reizh ouzh ar pobloù hag ar rannvroioù.

Mellad 4 : Ober a ra UDB evit gwirioù sevenadurel pobl Vreizh, peurgetket evit m’en devo da vat pep Breizhad·ez ar gwir da anavezout istor, sevenadur ha yezhoù Breizh.

Mellad 5 : Ober a ra UDB evit ma vo pourchaset da Vreizh ensavadurioù emren ha peadra d’he diorren.

Mellad 6 : Kondaoniñ a ra UDB nep stumm a vilaat mab‐den, peurgetket ar ouennelouriezh, ar faskouriezh hag an hollveliourezhioù a bep seurt. Ober a ra evit ma vo diazezet ur renad demokratel krenn, kement war tachenn an hiniennoù ha war an dachenn stroll.

Mellad 7 : Lec’hiañ a ra UDB hec’h obererezh politikel e­‐barzh ar breutaad demokratel, en ur nac’hañ groñs ober gant doareoù feuls.

Mellad 8 : Embann a ra UDB ez eo talvoudusoc’h mab­‐den hag al labour eget an arc’hant (ar c’hevala), hag ez eo ret e vefe reoliataet ha heñchet ekonomiezh ar marc’hadoù gant ar galloudoù foran ha gant oberiantiz ar geodedourien.

Mellad 9 : Embann a ra UDB e vez ar roll kentañ gant aozadurioù ar sindikadoù hag ar micherioù, ha gant ar c’hevredigezhioù, evit degas muioc’h a zemokratelezh en ekonomiezh.

Mellad 10 : Ober a ra UDB evit ma vo diazezet ur gevredigezh kengret, ar pezh a gas da ingalañ ar pinvidigezhioù etre an hiniennoù, etre ar rannvroioù hag etre ar pobloù e­-barzh Europa evel e‐barzh ar bed.

Mellad 11 : Ober a ra UDB evit un diorren padus, hag a warezo amzer dazont an douar hag ar rummadoù da zont. Evit se eo ret ma vo demokrateloc’h ha kreñvoc’h ar frammoù etrebroadel, kement en Europa hag er bed.

Mellad 12 : Kengred eo UDB gant ar pobloù a stourm evit o frankiz politikel, ekonomikel ha sevenadurel.

Mellad 13 : A‐enep ar soudardaj eo UDB, hag e ra evit ma vo berzet an armoù er bed a‐bezh, da gentañ penn an armoù nukleel. Difenn a ra an dlead emellañ, dindan kontroll aozadurioù etrebroadel hag a vefe demokratel, evit ma ne vo ket gwallgaset ken gwirioù mab­‐den evel ma vezont a‐vil­‐vern da geñver ar brezelioù etrebroadel pe e diabarzh ar Stadoù.