Hon talvoudoù

Ur strollad politikel eus an tu-kleiz, ekologour hag emrenour eo Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB). Oberiant eo e Breizh (Liger-Atlantel e-barzh). Ezel eo eus Rannvroioù ha pobloù kengret (RPK), a vod strolladoù politikel emrenour ha rannvroelour e Bro-C'hall. Stourm a ra UDB, gant hec'h izili hag he dilennidi, evit ur gevredigezh a lakaio an armerzh e servij an dud, evit an treuzkemm ekologel hag ur Republik kevredel, en un Europa demokrateloc'h.

Evit Breizh kengret

Ur strollad eus an tu-kleiz eo UDB, engouestlet evit an ingalded war bep tachenn. Stourm a ra evit ma vo nebeutoc'h a dizingaldedioù pinvidigezh, ma vo arc'hantaouet gwelloc'h ar servijoù foran dre dailhoù reishoc'h, ma c'hallo ar galloudoù foran reoliekaat an armerzh, hag evit ma vo ur gwir galloud evit al labourerien-ezed e mont-en-dro an embregerezhioù. Difenn a ra UDB an holl vinorelezhioù moustret, pa vefent broadel, relijiel, sevenadurel... Broudañ a ra an ingalded etre gwazed ha maouezed ha sevel a ra a-enep an holl wallziforc'hioù, gouennelour, homofob, revelour. Stag-kenañ eo UDB ouzh an degemer evit an dud o tec'hout diouzh ar brezel hag ar baourentez-du, hag ouzh ur politikerezh etrebroadel kengret, enebet da vat ouzh an oligarkiezhioù torfedour hag ouzh an diktatorelezhioù.

Evit Breizh ekologel

Hervez UDB ez eo mallus-bras stourm ouzh tommadur an hin hag evit gwareziñ liesseurted ar vuhez. Alese e tifenn paouez gant implij an energiezhioù fosil hag an nukleel, diorren an energiezhioù nevezadus, ha digreskiñ ar beveziñ energiezh. Evit UDB ne vo tu digreskiñ hor pouez ekologel nemet en ur gevredigezh ingaloc'h, rak n'haller ket goulenn ar memes strivoù digant ar re a vevez betek re ha digant ar re o dez poan o tommañ o lojeiz. Unan eus daeoù bras an treuzkemm ekologel e Breizh eo adreizhañ mont-en-dro al labour-douar evit produiñ en ur mod dilontekoc'h, liesseurtoc'h, hep diastuzerioù pe enkasoù kimikel, hag o staliañ muioc'h a labourerien-ezed-douar.

Evit Breizh emren

Dre ar gevredadelezh e tremen raktres UDB evit ur Republik demokratelaet, da lavaret eo dre rannañ ar galloud lezenniñ, hag ar budjedoù, etre ar Stad hag ar rannvroioù, evel ma vez graet en Alamagn, e Skos, e Kembre... Stourm a ra ivez UDB evit ma vo adreizhet kartenn ar rannvroioù diouzh youl ar bobl ha diouzh santad-liamm an dud ouzh o bro. Difenn a ra neuze Breizh adunvanet, gant Liger-Atlantel. Evit eeunaat an ensavadurioù e kinnig UDB sevel Dael Breizh: kendeuziñ ar c'huzulioù-departamant hag ar c'huzul-rannvro. Mont a ra ivez a-du gant ar soñj lakaat muioc'h a zemokratelezh er c'humuniezhioù-kumunioù.

Kavout a rafe Breizh emren hag adunvanet he flas en un Europa kengretoc'h ha demokrateloc'h.