Pa vez ur sujed hag a sav ur goulenn, hag a c’houlenn ur choaz n’eo ket bet roet ar gefridi d’ar burev politikel d’e gemer e vez aozet ur c’hendivizad. En em vodañ a ra an izili, e-pad un devezh peurliesañ, evit eskemm ha ma vez ezhomm e vez votet. Alies-mat e vez aozet seurt darvoudoù evit ober ur choaz evit an dilennadegoù (bezañ gant ur strollad all, bezañ e-unan). Ar c’hendivizadoù a c’hall bezañ aozet evit un danvez resis bennak ivez.


Ar c’hendivizadoù diwezhañ


Levr programm UDB (2017)

Dilennadegoù rannvro, petra a ra UDB ? (2015)

Dilennadegoù prezidant, piv souten ? (2012)

Petra dibab diwar-benn raktres NDDL ? (2011)



D’ar 7 a viz Here 2017 e oa bet aozet ur c’hendiviz e Pondi (56) evit lakaat ar gaoz war levr programm UDB. Pal al levr-mañ, skrivet a-stroll, eo resisaat peseurt kevredigezh a fell da UDB aozañ ha lakaat war ar paper he mennozhioù kinniget d’ar bobl.



D’an 8 a viz Mae 2015 e oa bet aozet ur c’hendiviz evit dibab ar pezh a rafe UDB evit an dilennadegoù rannvro. Goude bezañ eskemmet, UDB he deus dibabet da gas da benn ul listenn emren e rannvro Breizh (Breizh Evel-just) hag e Broioù al Liger (Dibabomp hor rannvro).



D’ar 5 a viz Du 2011 e oa bet galvet izili UDB da zibab peseurt danvez prezidant a felle dezho souten. 78% deus an izili o doa dibabet da souten Eva Joly evit an dro gentañ hag an danvez prezidant a-gleiz evit an eil.



D’an 19 a viz Du 2011 e oa bet dalc’het un tabut evit gouzout hag-eñ eo talvoudus aerborzh Kernitron-al-Lann. Pedet eo bet prezegennerien a-du hag a-enep ar raktres evit reiñ o soñj war an afer. Goude an diviz-mañ he deus dibabet UDB da vezañ a-enep ar raktres, goude bezañ lakaet hec’h izili da votiñ war an danvez-mañ.