Ober war an dachenn a zo ivez kemer perzh e frammoù ledanoc’h a ra ar bed a-vremañ. Alese he deus UDB roet atav ur plas a-bouez d’an darempredoù etrebroadel a-fet kengred koulz hag a-fet kenlabour. Kemer a ra perzh hor strollad er gevread Rannvroioù ha Pobloù Kengret hag en Emglev Dizalc’h Europa.




D’al live broadel e kemer perzh UDB er gevread Rannvroioù ha Pobloù Kengret (RPS) a vod strolladoù rannvroelour hag emrenour. Dre ar framm-se e c’hall strolladoù disheñvel reiñ o soñj ha labourat asambles e Bro C’hall. Bep bloaz en em vod tud ar strolladoù ezel eus RPS evit Skol-Veur hañv ar gevread, en ur vro bennak, da skoulmañ liammoù, da reiñ o skiant-prenet ha da eskemm.


A-du penn-da-benn emañ UDB gant mennozh sevel Europa, daoust ma kav abeg alies e mont en-dro ha palioù Unvaniezh Europa a-vremañ. Ezel eo UDB eus European Free Alliance (EFA), Emglev Dizalc’h Europa. Ar strollad politikel european-mañ a vod aozadurioù dizalc’hour, emrenour ha rannvroelour, hag a gemer perzh er stourmoù evit gwir ar pobloù d’an emdidermeniñ, evit ar gwirioù politikel ha demokratel.
LENN MANIFEST AN ALE