DAdalek ar bloavezhioù 1960 eo bet skoueriet al labour-douar e Breizh diouzh ezhommoù an ijinerezh. Goude bezañ bet lakaet da boduiñ a-vil-vern ha da ezporzhiañ ne zeu ket a-benn ken ur c'halz a gouerien da zastum gounidigezh ha war zle int. Diwar-se e teu ar vicher-se ken pouezhus da vezañ tapet e fall. En un toullad dek-vloazioù eo bet digresket a-grenn an niver a beizanted ha war-gresk eo bet an tolpiñ-atantoù. Disoc'h ur politikerezh nevezfrankizour an hini eo.

Mennet eo an UDB da adlakaat ar gouerien da vezañ mestr war o aferioù dezho o-unan. Evit-se eo ret en em zisober diouzh ur patrom produadour. An delladurezh a rank ober muioc 'h evit an atantoù bihan ha krenn ma teu implijoù-labour diwarno. Soñjal a ra d'an UDB ivez eo ret adreiñ ar galloud d'al labourien-douar er c'hevelourioù. Erfin, embann a ra an UDB sklaer ha fraezh e vo dilezet war verr dermen an implij eus al louzoù amprevaned a zistruj an douaroù hag a ya war-ruilh er stêrioù ma vez distrujet krenn ar veoliesseurted ganto.

Gourc'hemennet eo politikerezh an terkañ-tachennad e Bro-c'hall eus Pariz. Adalek an DATAR e termen ar Stad pehini eus an tachennadoù zo ampletus pe n'int ket. Statud ar « meurgêriadur » bet lakaet e plas e 2010 en deus sakralaet ar bennreolenn-se hag an UDB he deus stourmet outi. Dibab da lakaat er penn kentañ ar c'hevezañ etre kêrioù zo kontrol d'ar mennad a genskoazell a fell d'hor strollad lakaat da dalvezout.

Hervez an UDB ne zle ket ar Stad melestriñ Bro-c'hall. An diorren ekonomikel hag an dibaboù politikel a rank dont eus dibaboù an dud. Difenn a ra an UDB ar gwir da vevañ ha da labourat en un doare dereat e Breizh ha kontrol eo d'ur spesialaat re vras eus an tachennadoù hag a zegas monedone dre redi. E soñj emañ an UDB e c'hellfe da skouer pep annezad e Breizh implijout servijoù foran ar yec'hed dindan 20 munut diouzh e di.

Ar c'hreizenniñ zo ur politikerezh savet ha n'eo ket tonket. Digreizenniñ zo adkempouezhañ ar madoù, an isframmoù hag ar boblañs.

Al loened hag ar plant a c’houzañv war-eeun distruj o annez. War an tu fall ez a al lec’hioù naturel gant diwezh an obererezhioù tud hengounel pe gant o distruj penn-da-benn, ar pezh a gas d’ur c’holl bras evit ar vevliesseurted.

Evit UDB eo poent empennañ ur gevredigezh hep karbon, ha stourm ivez ouzh an holl saotradurioù. Ret e vo paouez da bostañ arc’hant e-barzh ar pleustroù fall ha talvoudekaat ar re vat. Biken ne vo un diskoulm lakaat ur breved war ar bevedegoù pe prevesaat ar meteier naturel evit stourm ouzh cheñchamant an hin peogwir e lak Mab-den e diavaez an Natur ha disrann a ra ar bed e daou rummad : ar re a biaou hag ar re all.

E-keñver ar politikerezh produiñ energiezhioù kreizennet ha kuzhet kendalc’het gant ar Stad, gant ar filierienn nukleel da skouer, hep goulenn digant ar bobl he savboent e venn UDB digreskiñ ar beveziñ energetek ha lieskementiñ an energiezhioù nevezadus, ganto e vo gwarantet emrenerezh energetek hon tiriadoù. An energiezhioù nevezadus a zegas implijoù lec’hel e gennad an ijin teknologiezhioù azasaet da bep tiriad hag ivez er sevel ha derc’hel ar frammoù-se. Evit hen ober hon eus ezhomm da bostañ arc’hant e-barzh ar rouedadoù tost d’an dud hag ur galloud divizout rannvroel gouest da seveniñ e-unan galvoù da ginnigoù a-zere evit ma c’hallfe an EBE respont dezho.

Betek an deiz a hiziv eo bet « akademizet » ar Sevenadur, evel ar galleg, kodifiet ha kadarnaet gant un ensavadur. Ar seurt begenn sevenadurel-se a c’haller gwelet war an tiriad : tost holl gredoù ministrerezh ar Sevenadur a vez kreizennet war bro Pariz.

Evit an UDB eo ar sevenadur ar pezh a sav liammoù etre an dud. Dont a ra eus ur boblañs bennak pe/hag un tiriad bennak, forzh pegen bras eo. Morse ne rank bezañ disoñjet gant ar politikerezhioù foran karg sokial ar sevenadur. Unan eus palioù hor politikerezh sevenadurel a vo stourm ouzh ar baouridigezh sevenadurel o kinnig d’ar Vretoned adperc’hennañ o glad dizanvezel (yezhoù, istor, chemet…). Broudañ a reomp ur gwir bolitikerezh ledan a zeskadurezh pobl, an doare nemetañ evit ar geodedourien da vezañ dieub evit gwir.

Rankout a ra ar yec’hed bezañ ur briorelezh e-barzh ur gevredigezh a embann labourat evit mad an holl. Rankout a ra bezañ ar warez sokial ur reol hollvedel, evit an holl c’hennadoù – foran pe brevez – hag an holl remziadoù kemmesket. Priorelezh an UDB eo e c’hallfe an holl bezañ gwarezet a-fet yec'hed ar pezh a dalvez e ranker kaout frammoù ingalet mat war an tiriad ha stourm ouzh prevesañ ar gennad-mañ.

Kentoc’h eget sevel ur sistem diazezet war ar pareañ-goude e tifenn an UDB ar postañ arc’hant e-barzh ar warez, marc’hadmatoc’h hag efedusoc’h.

Abaoe m’eo bet krouet e 1964 e labour an UDB evit sevel ur Frañs hag un Europa kevreadel ma c’hellfe Breizh kaout enni ur statud ispisial evel an holl diriadoù a fellfe dezho. Ret vefe evit se krouiñ Bodadenn Vreizh o strollañ ar c’huzul rannvro a-vremañ hag ar pemp departamant breizhat. Bez he defe ar Vodadenn-se ur galloud lezenniñ war dachennoù zo.

Afer an holl eo ar politikerezh. Evit an UDB e tleer tostaat ar galloud ouzh ar gevredigezh ha mirout ouzh ar politikerezh da vezañ ur vicher. Evit kadarnaat padusted ur gevredigezh demokratel e tleer gwareziñ enep-galloudoù. E-lec’h ur galloud embreget diouzh krec’h e kinnig ur galloud a-blaen  evit ma vo gwelloc’h an demokratelezh ha gwelloc’h al lodenniñ.

Evit ur gwir statud evit an dilennidi emañ an UDB, evit un doare adaozet da arc’hataouiñ ar stolladoù politikel hag ur plas gwirion evit ar sindikadoù er c’hendiviz sokial. Dleout a ra ar gazetennerien bezañ gwarezet gant al lezenn evito d’ober o labour hep bezañ kabestret na gant ar galloud politikel na gant al lobioù prevez.

Stourm a ra an UDB enep an neveztrevadennouriezh ekonomikel a voug an ekonomiezhioù hengounel hag a vount an dud paour da guitaat o bro evit treuzvevañ hepken. Kinnig a ra e vefe savet en Europa ur statud a repuad en abeg d’an hin met goulenn a ra ivez e vefe krouet gant kumuniezh ar broadoù ur « gwir da chom » evit klokaat ar « gwir da vont-ha-dont », rak n‘eo reizh ar fiñvusted nemet pa vez un dibab ha ket ur redi.

Echu eo amzer an aluzon. Emeur o sevel ur politikerezh a gengred etrevroadel amañ e Breizh o sevel ur sistem ekonomikel reishoc’h.

Evit an UDB e ya difenn-bro ha kannadouriezh an eil da heul egile. Dre-se e tegouezhfe mat sevel ul lu europat (e-tal kichen an arme c’hall). Un doare da reiñ pouez d'an Unvaniezh Europat e-kreiz divizoù ar bed e vefe. Gant ul lu europat lakaet dindan ur veli nemeti e vefe tu da zerc’hel war koust an Difenn dre genlodiñ an dafar-arme ha boutinaat labour ar soudarded.

Nag un druez deomp, ha ni tud peoc’hus, ar gwel eus an arc’hant ken uhel gant ministrerezh an arme. Ha c’hoazh e chomomp mantret dirak ar marc’had-bed ken divezh gant an armoù. Stourm a reomp da gaout ur bed bet dizarmet tamm-ha-tamm ha da gentañ holl evit kaout an dizober diouzh an armoù nukleel. Goulenn a reomp groñs ivez e vefe treuzfurmet tachenn arme Enez-Hir hag a laka Breizh en arvar bras dre-gaoz dezhi. A-hend-all, evit an UDB, n’eus ket anv da lakaat prevez an arme c’hall.

E Breizh emañ uhel ar c’helennerezh. Derc’hel anezhañ en e stad ha kas anezhañ amploc’h c’hoazh a zo un dra ret. Ul lec’h stummañ da gaout ur gopr diwezhatoc’h n’hall ket pal ar skol bezañ tra ken. Ul lec’h deskiñ evit an den, digeriñ e spered, sevel hag en em zispakañ ne lavaromp ket !

Evit an UDB e rank ul lodenn deus ar programmoù deskiñ, reoù an istor hag an douaroniezh pergen, met al lennegezh ivez, kaout sol war danvez an tiriadoù. Kinnig a ra e vo ar rannvroioù e karg eus koskor an deskadurezh ha gopret ganto hervez ur skeul diazezet e Frañs a-bezh. Degas nerzh d’ar skolioù-meur e Breizh a fell d’an UDB ober c’hoazh hag ober evit ma vo kresket o feadra, dezho da vezañ gouest da ren disoursi an enklaskoù ret. Evit ar brezhoneg e ranko an deskadurezh dre soubidigezh bezañ anavezet ez-ofisiel ha paeet gant an arc’hant publik.

Stourm a ra an U.D.B. evit muioc’h a eeunded sokial hag a-enep d’an disingalded. Bezañ eus an tu kleiz a c’houlaka e tifenner ar gounidoù sokial ha kevredigezhel kement hag e azgoulenner gwirioù nevez.

Taliñ a ra an U.D.B. ouzh kement argasidigezh a vez, forzh pe stumm e vije : gouennelouriezh, reizhouriezh pe ziforc’hidigezh liammet gant jener pe klas sokial an den. Stourm a ra an U.D.B. evit un diforc’hiañ spis ha splann kenetre ar galloud-oberier, ar galloud-lezenner hag ar galloud-barn.

Ingalded-rik a c’houll an U.D.B. etre yezhoù ar vro. Ken dellezek an eil hag eben. Evit keloù-se, n’eus ket abeg ober gant un trefoedaj evel «yezh rannvro» dre ma z’int yezhoù, minorelaet pe strishaet o levezon a-ratozh. Lakaet e vo da bal, enta «ken-ofisieladurezh» an div yezh-mañ : brezhoneg ha gallo. Ne dalvez ket da yezhoù bro Frañs bezañ graet is-yezhoù anezho : yezhoù da-vat int traken.

Goulenn a reomp groñs ar gwir d’ober gant hor yezhoù evel ma fell deomp, dreist-holl pa z’int stag ouzh Breizh an unan. Evit kement-se e ranker gounid ur galloud-lezenner enta.

Ur mad boutin da vibien mabden eo ar mor. Alese ne c’hello biken bezañ perc’hennet gant den na gant tra. Dre ma vez lodenn vrasañ annezidi ar bed o vevañ a-hed e aodoù e ranker digreskiñ ar saotradur a stleper eno hag ennañ hag ober war e dro, evit ma c’hellfe ar re a vev diwarnañ kenderc’hel da dennañ gounid anezhañ. Stag eo Breizh ouzh he aodoù-mor eus un tu, ha padal e tro-kein outo eus un tu all, abalamour da greizennadurezh bro Frañs. Ret-mat eo anzav pegen kreizennet eo politikerezh houmañ, ha pa vefe diwar-benn an aodoù-mor. Alese e fell d’an U.D.B. diglozañ en-dro ar vro war ar morioù ha neuze war ar bed.

Fellout a ra d'an UDB gwareziñ d'an holl dud o chom e Breizh ar gwir da vevañ en ul lojeiz dereat . Distag diouzh goproù an dud eo e Breizh priz al lojeizoù da brenañ ha da feurmiñ. Abalamour d'ar brokañ war al lojeizoù ha dre ma'z eo diouzh Bro-c'hall galvet Breizh da vezañ un takad diduiñ. Diwar-se e teu politikerezhioù anneziñ en un toullad mat a gununioù. E soñj emañ an UDB da zigreskiñ al lodenn eus gounidigezhioù an tiegezhioù a ya gant al lojeiz. E-lec'h lakaat da sevel forzh pegement e faot d'an UDB reneveziñ ar chomachoù bet savet kent. Dre arnodiñ e fell d'an UDB lakaat war sav ur « statud annezad » er tachadoù ma vez tenn marc'had al lojeiz enno. Dre-se e vo dalc'het kont da gentañ eus ar re a zo o chom a-hed ar bloaz er vro kentoc'h evit ar a zo o chom a-vare da vare.

Breizh zo en he c'herzh ur glad danvezel ha dizanvezel dispar met ne vez ket graet en un doare ervat war e dro. Oc'h ober emañ an UDB evit ma vo donaet anaoudegezh istor ha douaroniezh Breizh. E-sell emañ ivez d'o adreiñ talvoudegezh en ur reiñ en-dro da skouer o anv gwirion d'al lec'hioù. Galvet eo ar glad da vezañ en ardamez d'an holl, d'ar re vreizhat ha divreizhat. An douristelezh zo un ekonomiezh ouzhpenn na zle ket lakaat en arvar tachennoù all an obererezhioù armerzhel. Ret eo dezhi bezañ doujus d'ar poblañsoù ha d'an ekoreizhadoù.

Hervez an UDB eo ret ober an diforc'h etre ar monedone dibabet hag an hini dre redi. Ma'z eo ret digreskiñ an hini diwezhañ-mañ ne oufed ket raskañ anezhañ penn da benn. Bezañ mestr war al lusk-dilusk zo hirie ur merk a renkad ha dont a ra disingalderioù diwarnañ. An dalc'h politikel zo d'ober da gentañ-holl ar postañ a zo ezhomm evit an dilec'hiañ da vont d'al labour, d'ar skol ha d'ar servijoù pennañ (an ospital peurgetket) evit gwareziñ da bep hini, d'ar re zo diaes dezho en o zouez, an tu da zilec'hiañ. Oc'h ober emañ an UDB evit ma vo aesoc'h ar mont-dont eus an norzh d'ar su e Breizh met ivez evit ur steuñv-aerbozh a c'hello reizhañ an dougen dre-nij o vezañ ma ra an aerborzhioù bihan evit ar c'hreizenniñ.

Un diazez bras eo an delladurezh* evit an darn vrasañ eus ar politikerezhioù foran. Un ostilh politikel pouezus-kenañ eo hag an doare ma vo ingalet an delladurezh en do disoc’hoù a-bouez war ar gevredigezh. Evit an UDB e ranker adlakaat ar justis e kalon an delladurezh c’hall oc’h adreizhañ ar sistem, rak ar mont en-dro a-vremañ ne ra nemet kreskiñ an digevatalderioù sokial, ekonomikel ha tiriadel. Ret eo ivez lakaat e plas ur gwir gevrat a-fiziañs etre ar Stad hag ar strollegezhioù lec’hel oc’h ober diouto aktored politikel gwir gant ar peadra gwarantet hag ur sell war hir-dermen. Ar gevrat a-fiziañs-mañ a vo gwir gant un emrenerezh telladurezh hepken ar pezh a dalvez e chomo ul lodenn eus an tailhoù e Breizh. Kement strollegezh a zo a ranko sevel he zailhoù hec’h-unan diouzh ar c’hefridioù a vo fiziet enni, ha kement-mañ evit chom hep bezañ e-dalc’h ar Stad, ar pezh na vir ket ouzh kas ur skodenn a gengred dezhi evit stourm ouzh an digevatalderioù tiriadel. Evel-just e vo erlec’hiet an tailhoù hag an taosoù a-vremañ gant ar re nevez. Diskouez ar fiziañs-mañ a vefe ur gouestl a giriegezh evidomp.

Mennout a ra an UDB gant e gevelerien europat sevel un Europa kevreadel gouest da gomz a-unvouezh er bed a-bezh hep moustrañ liesseurted ar sevenadurioù. Ne c’hallomp ket empennañ un Europa demokratel na warezfe ket. Rankout a ra asuriñ d’an holl ur warez sokial ha mont pelloc’h eget ur marc’had ledan. Mennout a ra an UDB rediañ an holl diriadoù ezel eus Unvaniezh Europa ur gopr izek evit stourm ouzh an dumping sokial hag ar c’hevezerezh diabarzh. N’eus nemet gant ur politikerezh sokial e vo gounezet soñj an Europiz d’ar raktres Europa.

Hor c'hinnigoù