UDB Kreiz Breizh n’eo ket evit degemer ma vo lakaet en arvar ar gelennadurezh divyezhek e Karaez. Gervel a ra an dud da gemer perzh er vanifestadeg a vo aozet d’ar gwener 10 a viz Ebrel, da 4e 30 gm, dirak skol ar Republik
E Breizh, da vare an distro-skol, e miz Gwengolo 2025, ne oa ket 20 000 a vugale ken en hentennoù divyezhek. Mantrus eo e vefe ken bihan an niver a vugale-se pa oa bet lakaet da bal gant ar c’henemglev bet sinet etre ar Stad ha rannvro Breizh tizhout un niver a 30 000 a vugale skoliatet er c’hlasoù divezhyek e 2027. Ar pal-se ne vo ket tizhet, anat deoc’h. Chom a ra ur bloavezh hepken a-raok termen ar c’henemglev ha mankout a ra c’hoazh 10 000 skoliad !
Ne c’heller ket degemer, e mod ebet, an dilañs-se a zo gant ar gelennadurezh divyezhek brezhoneg-galleg er mare-mañ. Ar Stad a rank derc’hel d’he ger hag ober ar pezh faot evit ma ne vo tamm troc’h ebet er gelennadurezh divyezhek e holl skolioù Breizh (7 post divyezhek zo da vezañ serret e departamant Penn-ar-Bed nemetken).
Gant un tamm nebeutoc’h a vugale e klasoù divyezhek skol ar Republik, gant ar memes niver a bostoù kelenn, e vefe un degouez eus ar re wellañ evit gwellaat konditionoù labour ar skipailhoù pedagogel evit ma vo ken barrek all ar vugale en div yezh e fin ar CM2, forzh peseurt hini a vefe an danvez kelennet. Ar gwellañ mod eo da gas war-raok ur skoliata divyezhek a galite.
————————
En Bretagne à la rentrée 2025 le nombre d’élèves en enseignement bilingue est passé en dessous du chiffre symbolique de 20 000 élèves, alors que l’objectif affiché dans la convention signée entre l’État et la Région Bretagne, en mars 2022, prévoyait 30 000 élèves en bilingue en 2027. Cet objectif ne sera pas atteint, il reste une seule rentrée scolaire avant l’échéance de la convention et il manque encore 10 000 élèves !
Cette casse de l’enseignement bilingue breton-français est inacceptable. L’État doit respecter sa parole et assurer la continuité de l’enseignement bilingue dans chaque école de Bretagne (7 fermetures de postes bilingues annoncées rien que dans le Finistère).
La légère baisse des effectifs à Carhaix doit permettre au contraire, à nombre de postes constant, d’améliorer les conditions de travail des équipes pédagogiques pour que, en fin de CM2, les élèves aient des compétences équivalentes dans les deux langues quelle que soit la matière enseignée. C’est une nécessité pour un enseignement bilingue de qualité.
UDB Kreiz Breizh