Ar skodenn skol evit ar skolioù Diwan : ur wech ouzhpenn ar Stad ne zouj ket eus e bromesaoù evit ar brezhoneg

Partagez
Tweetez
Envoyez

Gant al lezenn « evit skol ar fiziañs  », e vez graet lezenn Blanquer anezhi, e tlee bezañ un diarbenn nevez evit skodenn skol ar skolioù Diwan. Gant an diarbenn-mañ bet lakaet e pleustr da vare an distro-skol 2019 e oa da vezañ ur redi d’ar c ’humunioù da reiñ ar skodenn skol “diouzh un emglev” etre kumun ar skolidi hag ar skol a zo ur c’helenn divyezhek enni (gant ma ne vo skol divyezhek ebet e kumun ar skolidi).

Met siwazh an traoù n’int ket ken aes a se. Da heul ur diferadenn kinniget gant danevellerien testenn al lezenn (Fannette Charvier et Anne-Christine Lang evit ar Vodadenn Vroadel c’hall, Max Brisson evit ar Sened), paeañ o lodenn gant ar vaered n’eo ket ur redi ken met diouzh c’hoant pep hini anezhe. Lod eus ar vaered a nac’h paeañ ar skodenn skol ha diaesoc’h diaesañ an traoù e-keñver arc’hant evit Diwan.

Ar skodenn skol a zo, an aliesañ, ur sammad arc’hant a sav eus 400 € da 500 € dre vugel er c’hentañ derez. Gant an arc’hant-se a vank da z/Diwan hag an diegi a vez gant « Pol Implij » da sinañ kontrajoù (PEC) evit ar postoù nann-kelenn er skolioù Diwan, eo lakaet  diaes ar skol dre soubidigezh hag a zo un toull a 530 000€ en he budged.

Pelec’h emañ promesaoù kaer an danvez prezidant Emmanuel Macron graet gantañ e miz Ebrel 2017 ?  « Ouzhpenn un anzavadur war dachenn ar gwir, ar budgedoù evit lakaat war-wel identelezhioù ar rannvroioù a vo kresket, e-giz-se e vo aesoc’h deskiñ ar yezhoù hag anavezout ar sevenadurioù lec’hel. ».

Deomp-ni da c’hoût n’eo ket d’ar vro amezeg d’ober war-dro hor yezhoù. Deomp-ni Bretoned eo da zivizout eus dazont ar brezhoneg hag ar galloeg e Breizh. Da Guzul Rannvro Breizh eo da gaout ar galloudoù hag ar budjedoù rekis evit ober war-dro hor yezhoù hag en em zishualiñ da vat eus gouarnamantoù Pariz.                                                    

 UDB Kreiz Breizh

Herve ar Gall – Groñvel   /  Raymond Géléoc – Rostrenenn

Partagez
Tweetez
Envoyez