Ar wirionez diwar-benn ar Bugaled Breizh – An dlead bezañ treuzwelus

Partagez
Tweetez
Envoyez

Setu al lizher digor hon eus kaset hiziv 14 a viz Ebrel 2025 da brezidant ar Stadoù-Unanet diwar-benn peñse ar chaluter breizhat Bugaled Breizh e Mor Breizh e 2004

Aotrou Prezidant Stadoù-Unanet Amerika,

Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB), emsav politikel engouestlet abaoe ouzhpenn tri-ugent vloaz evit ar gwirioù demokratel e Breizh, a zeu davedoc’h hiziv rak familhoù ar vartoloded bet kollet er mor, keodedourezed ha keodedourien Breizh hag an holl re a garfe gouzout ar pezh a oa c’hoarvezet, bras o niver, a c’hortoz ar wirionez c’hoazh ha dellezek int da gaout respontoù.

D’ar 15 a viz Genver 2004 e reas peñse ar chaluter breizhat Bugaled Breizh e Mor Breizh, ha pemp martolod a yeas da anaon.. Abaoe ouzhpenn ugent vloaz n’eus bet graet tamm araokadenn ebet gant an enklask, dreist-holl abalamour d'an tav war ar pleustradegoù milourel kaset da benn en deiz-se.

Hervez an arbennigourien e tiskouez pep tra e c'hallfe ur splujerez – o kemer perzh en ur prantad embregiñ gant an AFNA – bezañ liammet ouzh ar peñse… ha ken buan all ur splujerez tagañ nukleelamerikan. Koulskoude, titouroù zo, ret evit kompren ar gwallzarvoud-se, a chom stanket gant an armeoù diseurt ezel eus an AFNA, dreist-holl ar re amerikan hag ar re saoz.

Aotrou Prezidant, nevez zo hoc’h eus dirummataet ha lakaet foran an teuliadoù a denn da lazhadenn ho tiagentour JF Kennedy ha hini ar pastor Martin Luther King, hag ivez danvezioù all a bouez bras evit an holl. Reizhabeget eus ho jestr o tisplegañ « kalz-kalz a dud a c’hortoz ar wirionez abaoe pell, dekvloaziadoù zoken. Diskuilhet e vo pep tra ». Graet ho poa ho soñj dirummata sujedoù a laz foran ken abred ha 2017 p’ho poa kemennet c’hoazh en un tweet : «  Treuzwelus e vo pep tra.
Fiziañs am eus e vo lakaet pep tra da vezañ foran ! »

En tu-mañ d’an Atlantel, aotrou Prezidant, ez eo marv hor pemp pesketaer « un danvez a laz foran uhel » ha kantmiliadoù a dud a c’hortoz bepred gouzout petra eo ar wirionez.
Setu perak e c’houlenn Unvaniezh Demokratel Breizh diganeoc’h hiziv e talc’hfec’h d’ho ker en ur zirummata an holl zielloù milourel e-kerz ar Stad amerikan evit ma c’hallo gouzout an holl dud hag ar familhoù e kañv ha bez’ e oa, gwir pe gaou, ur splujerez tagañ nukleel amerikan e Mor Breizh, d’ar 15 a viz Genver 2004, da vare peñse ar Bugaled Breizh.
A-hend-all, dre ma soñj deomp ez oc’h mennet da vat da zirummata an danvezioù « a laz foran uhel » e c’houlennomp diganeoc’h ober gant kement doare zo en ho kerz evit ma nevo ket kuzhet ken ar perzh o dije gallet kemer broioù all ezel eus an AFNA er gwallzarvoud-se, Breizh-Veur da gentañ-penn.

Un dlead eo ar respont-se. Dleet eo d’ar justis, d’ar wirionez ha d’an doujañs d’ar re varv. Nac’hañ respont d’ar goulenn-se a vefe kement ha lakaat padout an direizhder ha magañ an douetañs. Da c’hortoz gwelet hoc’h engouestl o tont da wir.

Tifenn Siret
Mouez aotreet an UDB

Partagez
Tweetez
Envoyez