Ar bloaz-mañ c’hoazh hag evel warlene e c’houlenn Liseidi Diwan Karaez da c’hellout tremen amprouenn matematik ar Bak e brezhoneg, e-giz ma vez graet gant liseidi Euskadi a implij an euskareg evit tremen an amprouenn-se dibaoe bloavezhioù.
Mellad L 121-3 Kod an Deskadurezh a aotre ar skolidi da dremen an arnodenn en ur yezh rannvroel. Daoust da se, warlene, ar rektorez akademiezh, an itron Armande Le Pellec Muller, ne fellas ket dezhi ma voe reizhet lodennoù brezhoneg an arnodenn, ne c’heller ket degemer e mod ebet, e vefe difennet e Karaez ar pezh zo aotreet e Baiona.
UDB Kreiz Breizh a sav a-du gant al liseidi hag a c’houlenn groñs digant an aotrou Emmanuel Ethis, rektor nevez akademiezh Roazhon, a zo a-berz Stad e Breizh, da zoujañ ouzh lezennoù ar Republik war douaroù hor Bro ha d’ober evit ma vo reizhet buan 14 poelladenn liseidi Diwan. UDB a c’halv, ivez, an dud da gemer perzh er vanifestadeg aozet gant « Bak e brezhoneg » dirak rektordi Roazhon (96 straed Antrain) d’ar sadorn 29 a viz Even 2019 da 10e30.