Embannet eo bet gant Rannvro Breizh disoc’hoù an enklask sokioyezhoniel bet graet e 2024 a zivout ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Drastus eo an disoc’hoù. Tremenet e vefe an niver a gomzerien ha komzerezed brezhoneg eus 214 000 e 2018 da 107 e 2024 hag eus 191 000 e 2018 da 132 000 e 2024 evit pezh a sell ouzh ar gallaoueg. Nebeutoc’h eget 2 % eus an dud dindan 60 vloaz a gomz brezhoneg hag a boan 3 % gallaoueg.
Koulskoude e chom stabil ar c’hoant bezañ gouest da gomz : 33 % evit ar brezhoneg ha 9 % evit ar gallaoueg. Memes-mod eo a-du atav al lodenn vrasañ eus ar bobl evit ma vefe brezhoneg er servijoù publik hag evit ma vefe desket ar yezh er skol.
Ha neuze, perak un difoc’h ken bras etre c’hoant an dud hag efedusted ar politikerezhioù public ?
Un afer youl da gentañ, hini ar Stad C’hall ha ne zouj ket ouzh al lezenn Molac bet votet e 2021 lec’h ma ‘z eo skrivet : « ar yezh rannvroel a zo un danvez a vez desket e touez an eurvezhioù kelenn normal er skolioù vamm ha kentañ derez, er skolajoù hag el liseoù ». Sûr e rafe gwelloc’h Breizh ma vefe e-karg eus an deskadurezh, setu perak e c’houlennomp an emrenerezh war meur a zachenn.
Promesaoù ha n’int ket bet doujet da heul, e-giz ar « gwir hollvedel d’ar stummadur » prometet gant Loïg Chesnais-Girard da vare ar prantad kabaliñ en 2021 ha ne welomp ket gwall vat penaos eo bet lakaet e-pleustr.
Intruduoù a-feson ivez ha n’int ket bet ledanaet. Da skouer an tañva d’ar brezhoneg er skolioù publik unyezhek aozet gant Departamant Penn-ar-Bed. Met hini ebet eus ar pevar departamant brezhad all n’o deus heuliet ar skouer vat-se.
Labelioù « Ya d’ar brezhoneg » ha n’int ket bet tizhet gant ar c’humunioù hag an etrekumunioù : Gant 4 kumun evit bet tizhet live 3 ar garta hepken e touez an 241 bet sinet ar garta ganto.
Gwelet e vez neuze un diouer a siriusted hag a youl evit lakaat ar politikerezhioù yezh e-pleustr. Muioc’h a arc’hant a zo ezhomm evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg, anat eo, hag merzet eo bet c’hoazh nebell ‘zo gant diaesterioù Diwan. Daoust da-se ez eus tu kas oberennoù da benn hep dispign muioc’h : envel un dileuriad pe dileuriadez hag un implijiad pe implijiadez e-karg eus ar yezh, reiñ yalc’hadoù pa vez graet traoù evit ar yezh nemetken, krouiñ skorioù kehentiñ divyezhek…
Un difi e chom ar chanter evit yac’husaat stad hor yezhoù. Ur pal a zo tu tizhout eo, ‘giz ma welomp e bro Euskadi. Kendalc’het e vo ar stourm gant izili ha dilennidi ha dilennadezed UDB !
