UDB Kreiz Breizh a zo skoaz-ha-skoaz gant Matthieu Guillemot hag e familh / L’UDB Kreiz Breizh apporte son soutien entier à Matthieu Guillemot et à sa famille

Partagez
Tweetez
Envoyez

UDB Kreiz Breizh a zo skoaz-ha-skoaz gant Matthieu Guillemot hag e familh

Matthieu Guillemot, stourmer NPA Kreiz Breizh ha mouezh aotreet komite diwall ospital Karaez hag e familh a zo bet  gourdrouzet gant enskrivadurioù skrivet war murioù zo e-kichen ar stad Charles Pinson e Karaez. An enskrivadurioù-se a oa « Famille Guillemot, famille de salaud, A l’échafaud » hag a raent dioute « Nazis de gauche ». UDB a sav a-enep krenn an doareoù-se da spontañ an dud. Ar gourdrouzoù-se hag ar c’hunujennoù-se a zo embannet gant ar pal fichañ kasoni hag aon e Kreiz-Breizh. Goude ar gourdrouzoù a-enep dilennidi Kallag hag ouzh Erwan-Chartier-Le Floch pennskridaozer kelaouenn Ar Poher e kroger bremañ d’en em lakaat ouzh ar stourmer NPA hag ouzh e familh. UDB Kreiz Breizh a zo skoaz-ha-skoaz gant Matthieu Guillemot hag e familh hag e fellfe dezhi vefe lakaet un termen d’an doareoù dismeg ha mezhus-se gant an enklask a vo da heul sevel klemm Matthieu.

UDB Kreiz Breizh

—————————

 Matthieu Guillemot, militant du NPA Kreiz Breizh et porte-parole du comité de vigilance de l’hôpital de Carhaix et sa famille ont été visés par des inscriptions inscrites sur des murs proches du stade Charles Pinson à Carhaix. Les inscriptions disaient en effet « Famille Guillemot, famille de salaud, A l’échafaud » et qualifiaient ses membres de « nazis de gauche ». L’UDB condamne fermement ces méthodes d’intimidations, ces insultes et ces menaces de mort qui ont pour but de faire régner un climat de haine et de peur en Kreiz Breizh. Après les menaces à l’encontre des élus de Callac et d’Erwan Chartier rédacteur en chef du Poher l’on s’en prend maintenant au militant du NPA et à sa famille.

L’UDB Kreiz Breizh apporte son soutien entier à Matthieu et à sa famille et souhaite que l’enquête menée à la suite de son dépôt de plainte permette de mettre un terme à ces agissements lâches et honteux.

UDB Kreiz Breizh

                                                                        

Partagez
Tweetez
Envoyez