D’an 28 a viz Mae 2025
Itron hag Aotrounez Ministred Kentañ,
En tu-hont d’an diforc’hioù ideologel etre ho strolladoù politikel gall disheñvel, pep hini ac’hanoc’h zo bet e penn ar gouarnamant etre 2004 ha hiziv. Holl ho peus kaset ar c’harg-se da benn en ur gendivizout, an eil war-lerc’h egile ha daoust d’ho heñchadurioù a bep seurt, an emglev-sekret-Stad hag an emglev kuzh etre ar Stadoù zoken. Abalamour m’he deus lakaet muioc’h a-gostez ar bobl, mestrez nemeti an demokratelezh dileuriat, al “lezenn an didrouz”-se zo un doare feulster gouarnamantel : ouzhpenn kuzhat an traoù diouzh ar c’hendivizoù foran, e krign al lezenn-se ar fiziañs o deus ar geodedourien en hon ensavadurioù demokratel.
D’ar 15 a viz Genver 2004 e reas ar chaluter Bugaled Breizh peñse en doureier etrebroadel er-maez d’ar c’hab Lizard, un degouezh n’eo ket bet displeget c’hoazh. Gant ar gwallzarvoud mantrus-se e oa marvet pemp martolod pesketaer ha lakaet e kañv ur vicher a-bezh, degadoù a familhoù hag en tu- hont, ur rannvro a-bezh. Gant al lizher digor-mañ, e c’houlenn Unvaniezh Demokratel Breizh diganeoc’h rentañ kontoù a-wel d’an holl a-fet mererezh ar gwallreuz-se.
E 2016 e voe klozet an afer gant ar justis c’hall dre ur varnadenn a zidamall hag e 2021 e oa bet dalc’het tezenn ar “gwallzarvoud pesketa” gant lezioù-barn Breizh-Veur… hini ebet eus an daou « disoc’h » barnerezhel ne c’hall respont, evel-just, da c’houlennoù kenseurted, familhoù ha kenvroidi ar c’houzañvidi, dre ma ne zalc’hont ket kont eus alioù an arbennigourien hag a ziskouez e c’hallfe bezañ bet ur stroñsadenn gant splujerez ur morlu aliañset o verdeiñ en takad-se.
Evel ma vez skrivet en hon testennoù lezenn, eo ar C’hentañ ministr aotrouniezh atebek an difenn broadel (mellad 21 Bonreizh ar 4 a viz Here 1958). Evel penn ar gouarnamant hoc’h eus termenet an diarbennoù ret evit gwareziñ sekred an difenn broadel, en o zouez an dezverkoù rummata.
E-pad ho bloavezhioù embregvezh ho peus dibabet, anat eo, pellaat ar bobl en ur lakaat an emglev war ar sekred Stad da vevañ hag en ur nac’h embann an holl zielloù melestradurel liammet ouzh « peñse » ar Bugaled Breizh. Hiziv, pa n’emaoc’h ket e-karg ken, e c’houlennomp diganeoc’h displegañ sklaer d’hor c’heodedourien abegoù an dibab-se.
Peogwir ne c’hall Stad ebet kreskiñ e lezenn an didrouz hag ar gevier ha peogwir n’eus nemet gant ar wirionez e c’hallo hor c’humuniezh mont war-raok, e c’houlennomp diganeoc’h ober pep tra evit kendrec’hiñ ar C’hentañ ministr a-vremañ d’ober un dra bennak el lec’h n’ho peus ket bet c’hoant da ober pe n’ho peus ket gellet ober. Goulenn a reomp digant ar gouarnamant a-vremañ terriñ emglev ar sekred-Stad evit ma vo embannet ar wirionez hep dale, evit ma tremenfe ar c’hañv, ma n’eo ket ar justis.
Tifenn Siret,
Mouezh aotreet an UDB
