Evel an holl strolladoù politikel eo UDB un ostilh, a servij da gas mennozhioù war-raok. Arabat kaout aon d’e implijout ! Evit skignañ hon dielfennadurioù, hon embannoù hag hor savboent war ar pemdez, pe hor skoazell, e c’hallit ober meur a dra. Pep hini a c’hall degas e lod.



Brudañ ac’hanomp



Brudañ UDB, o komz gant ho mignoned pe ho familh da skouer, a zo eeun a-walc’h met a-bouez evit ma vo anavezet hor strollad hag e vennozhioù. Ma fell deoc’h kaout dielloù evit kinnig UDB, deuit e darempred ganeomp !

Skignañ hor c’homzoù



Daoust ma ’z eo bevennet ar rouedadoù sokial, ostilhoù talvoudus zo anezho hiziv-an-deiz evit skignañ titouroù. Gallout a rit heuliañ ac’hanomp war Facebook, Twitter ha YouTube, skignañ ha bezañ plijet gant hon embannoù, da reiñ d’ho rouedad da anavezout hor mennozhioù !

Reiñ arc’hant



Hep arc’hant ne ’z eer ket pell. Sikour da arc’hantaouiñ hon oberennoù, hon embannoù, hor c’houlzadoù kabaliñ, a zo ur mod talvoudus da reiñ an dorn evit kas hor mennozhioù war-raok er gevredigezh. Ur donezon a c’hall degas un digresk tailhoù a 66 % eus ar sammad (betek 20 % eus ar gopr dindan tailhoù).

Emezeliñ

 

Emezeliñ da UDB a dalv kement ha kompren ez eo o vezañ bodet e c’haller cheñch penn d’ar vazh. Pa vez emezelet e vez roet ur skodenn (a c’hall bezañ tennet diouzh an tailhoù) da sikour arc’hantaouiñ ar strollad ha kreñvaat hor pouez er gevredigezh.