Adhérer à l'UDB c'est faire le juste constat que c'est uniquement en étant rassemblés que l'on peut faire changer les choses. C'est apporter sa pierre à l'édifice en donnant davantage de représentativité à notre parti dans la société mais aussi contribuer à son fonctionnement en donnant une cotisation (déductible d'impôts).


Emezeliñ da UDB ?

 

En em vodañ evit kas hor mennozhioù war-raok

 

Reiñ ur skoazell arc’hant evit an oberennoù a-stroll

 

Gallout kemer perzh e buhez ar strollad (emvodoù, preder)

 

Gallout kemer perzh e divizoù UDB (strategiezh, mont a-du pe a-enep tra pe dra…).

Raksoñjoù :


Padal ec’h implijit unan eus ho kwirioù diazez pa emezelit : ar gwir da gemer perzh e aozadur ur strollad politikel ! Ne dalv ket tamm ebet e kollfec’h ho kwir da gaout ho savboent deoc’h-c’hwi, ha pa ne vefe ket hini muiañ-niver izili ar strollad.

E gwirionez, ne vo strollad ebet evit kinnig deoc’h ur programm a vo mat deoc’h penn-da-benn… war-bouez an hini a vo krouet ganeoc’h, ma n’eus nemedoc’h e-barzh ! Emezeliñ a dalv mont a-du gant ur raktres kevredigezh ha war brasañ niver hor savboentoù, o c’houzout war betra n’emaoc’h ket a-du, ar pezh ne viro ket ouzhoc’h da reiñ ho soñj e-kerzh an emvodoù hag an eskemmoù.

Bezit dizaon, ne vo ket ret deoc’h na kemer perzh e kement emvod a vo ma ’z oc’h ezel, na pegañ skritelloù war Breizh a-bezh na c’hoazh reiñ un trakt da gement den a vo war ho hent. Pep ezel a stourm hervez e c’hoant hag e implij-amzer. Ha ma n’ho peus ket amzer da reiñ tamm ebet e c’hallit degas arc’hant da ledanaat hol levezon er gevredigezh, hep kaout da stourm. A-bouez eo ivez !

Cheñch a ra an traoù pa vez kemeret o aferioù e karg gant ar c’heodedourezed hag ar geodedourien, pa ’n em vodont ha pa zivizont ober politikerezh. Evel-just, pa ne vez graet gant den ebet pe gant re nebeut a dud e vez diaes cheñch penn d’ar vazh. Met m’emaoc’h o lenn al linennoù-mañ e tle bezañ un abeg bennak… Petra emaoc’h o c’hortoz evit kregiñ ganti ? :)


Emezliñ a ran da UDB !